Linne Chluaidh

Kartenn eus ar Firth of Clyde

Al Linne Chluaidh (distagadur LFE: [ʎiɲəˈxlˠ̪uəj]) (Firth of Clyde e saozneg), e kornôg Bro-Skos, zo evel ur mor diabarzh, diwallet diouzh ar Meurvor Atlantel gant ledenez Cinn Tìre, ennañ div lodenn:

  • ar firth diavaez er c'hreisteiz, etre Argyll (er c'hornôg) hag Ayrshire (er reter);
  • ar firth diabarzh en hanternoz, anezhañ kember Loch Long ha Gare Loch, dispartiet diouzh aber ar stêr Clyde gant un erv-draezh, goude ma'z eo ledan ar stêr Clyde eno. E Greenock emañ Tail of the Bank (lost an erv) abalamour d'an erv-draezh-se. Hervez an dud e krog ar firth en aber ar stêr Clyde, adal Dumbarton.



From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne